Morbihan : peseurt budged evit 2013?
Dec'h ha hiziv oa emvod ar c'huzul departamant e Gwened.
Bodet oa an dilennidi evit bouezhiñ ha deviz a-zivout ar budged 2013. Ouzhpenn seizh kant hankerkant million euro vo dispignet. Pemp kant ugent million evit ar monet en-dro ha daou gant tregont million evit postiñ argant. Evit an tu-kreñv kaset get ar prezidant François Goulard eo ur buged fur, a zo é soñjal en dazont hag an diover a argant vo roet get ar stad d'an departamantoù. Kuzulierion an tu-kleiz, an tu enep, n'o deus ket memes sell. Andre Gal, kuzulier PS Gwened kuzh-heol, doh mikro Yaelle ar Mouel.