Brakonierien barzh ar vro
Krog eo chaseourien bro Plegat ha Lanneur bout skuizh ha glas gant ar vrakonerien. Muioc'h mui anezho a zo 'bar vro ha chaseal 'reont noz deiz pe dost. Nevez 'zo 'oa aozet un emvod etre ar chaseourien ha pdt kevre chase Penn-ar-bed ha Breizh 'vit klask diskoulmañ an afer. Selaouomp Pierre Menez ouzh mikro Erwan Blanchard.