Manifestadegoù evit ar c'hlasoù divyezhek 'ba Kerrien ha Pluguen
Bloaz 'zo oa bet gourc'hemennet gant Rektordi an Akademiezh e Breizh ur studiadenn diwar benn stad ar c'helenn e brezhoneg. Un rentañ kont oa bet embannet gant Fañch Broudic e miz Genver. Pal an enklask : studiañ penoas diorren an hentennoù divyezhek. Met war an dachenn zo un afer all. Daou glas bublik oa sañset bezañ digoret en distro skol a zeu 'ba Pluguen ha 'ba Kerrien, e kichen Kemperle. Aze 'zo a-walc'h a-bugale enskrivet. Labourioù 'zo bet graet 'ba 'r skol e pad an hañv evit degemer ar pempvet klas-se. Met pell 'zo etre ar c'homzoù hag an divizoù fetis, 'neus lâret deomp Marsel Moisan, 'zo maer Kerrien