ar label "Grand Site de France" evit ar C'hab
Dibaoe nebeut en eus tapet ar C'hab, label Grand Site de France. Al label-se, roet gant ministrerezh an ekologiezh a glask lakaat war-wel al lec'hioù naturel kempennet brav, kement-mañ da zegas brud ha tud.
E Beuzeg ar C'hab emañ an dilennidi o klask penaos kas ar raktres-mañ da-benn ha gwelaat ar servijoù en-dro d'al lec'hioù-kaer.
Jean Pichon, maer Beuzeg, n'eus displeget hiroc'h deomp diwar-benn al label Grand Site de France hag an 2000 ektar a zo perzh anezhan. Ur pennad-kaoz gant Katell Uguen.