les betes du sud sauvage
Ur film savet gant : Benh Zeitlin (29 vloaz !)
Gant : Quvenzhané Wallis, Dwight Henry, Levy Easterly.
Petra soñjal ag ar film-mañ, ma vez gwelet ennañ ar vorskorneg é teuziñ dindan ardommañ olleg ar c'hlimad, pe an hinad, ha loened bet dalchet end-bew er skorn e-pad milvloazioù doned da vew en-dro ha divoukañ en un taol e buhez an dud a-vremañ ? Un tos, ur stok etre un amzer dremenet a-gozh ha dazont diasur hon douar ha planedenn mab-den.
Ur varzhoneg eo, ag ar re gàerrañ, douget gant ur muzik braw, é kontiñ dimp ganedigezh ur goustiañs nevez, pa vez daou ved dishañval a-grenn é kenvevañ. É kenvevañ ? Petra eh on é lâred deoch aze ? Ne genvevont ket, rag neus ket darempred ebed etreze. Diouzh un tu ar bed a anavomp, bed an industri, an ospitalioù braz, ar chêrioù heb glazadur pe re nebeud, da lâred eo ur bed pell a-zoch an natur-orin. Ur bed gwarantet amañ douzh faltazi ar mor gant ur chaoser hir ha solud. Diouzh an tu arall bed ar bayouoù, da lâred eo bed ar gwernegi hag a zo stank du-se, e Bro-Louiziana, lech ma vew tud paour-razh, a-rez gant an dour, e foukennoù bresk ha digoret dar seizh avel ha dar barradoù-glaw. Tud depanteg douzh fulor an natur, gwazh eged ar re gentañ choazh evel-just. Mez plomoch marse ha yachoch en o speredoù eged tud ar cherioù braz. Mez piw a oui penaoz e troay an traoù, pa zay oad ar sovajerezh en-dro marse dober e reuz dre amañ ? Rag petra eo an tropelloù gourejoned du-se, teñwel o chrochenn evel un dañjer displann evid an dud ? Piw a ouio penaoz o doñvaad ? Ha neo ket just a-walch ar re a oa chomet tost douzh an natur a chello henn ober ? Ha neo ket ar vugale ar re mema alchwez an da-zont gante ? Ar vugale, ya, brazarded an amzer da zoned&Ar vugale, pand eo arru an termen da soñjal en ur mod arall, en ur feson dishañval a-grenn a-zoch hon mod-soñjal hag hon mod-ober a-hiziw ?
Vad a ra gouied en deus 29 vloaz hebkén sevener ar film kàer-se. Merket an den gant Katrina, kredabl, ar gorwentenn he doa distrujet bro an New-Orleans e 2005 ; merket ive gant ar fuadenn-betrol a oa degouezhet e Golf ar Meksik e 2010 gant ar gompagnunezh BP. Da lâred eo katastrofoù ar bed, ha na ouiomp ket mui pere zo naturel ha pere ema an den pennkaoz anezhe.
Ur film kreñv eo, ur film hag a verk an dud moarhad, rag unneg priz en deus tapet, enkontet heni ar Chamera Aour e Cannes ha Priz Braz Deauville. War am eus gouiet e oa bet red dar sevener gweled 4000 a vugale kent en em gavoud gant ar chrouadur a faote dezhañ kavoud. Mez neo ket ur fall choaz en doa graet, a-dra-sur : daet e oa ar maout gantañ. Ur plachig 5 ploaz en doa kavet, hag a zo kreiz splann ha lugernuz ar film.
Ur film braz eo, a chomo pell e soñjoù ar re o deus pe o do henn gwelet. Ur film na vo ket ankouaet diouzhtu. Ur film evid hiziw hag evid àrchoazh eo. Dober hon eus ag ar vugale evid gwarantiñ an dazont hag henn sevel dishañval, un dober brasoch eged kustum choazh, meus aon. Evel ma vez lâret gant tud zo bremañ : pesort douar a laoskimp dhon bugale, mez ive, pesort bugale a laoskimp dhon douar&
JCLR. 20130113.