àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Pariz-Brest-Pariz 2011

Pariz-Brest-Pariz 2011

@@@Pariz-Brest-Pariz@@@ War dro 3500 kourser 'zo war an hent c'hoazh hudu. Etre Karaez ha Pariz pe Sant-Quentin lec'h m'emañ an erru. Degouezhet eo ar re gentañ dija. 'Pad pevar devezh 'oa muioc'h 'vit 5000 den war varc'h-houarn 'vit ar redadeg Pariz-Brest-Pariz 'zo kroet e 1891 gant Pierre Giffard, kazetenner 'ba Le Petit Journal 'ba Pariz. Abaoe eo deuet ar c'hours 'zo 1250 km a hirder anezhañ da vout un darvoud "mojennek". Ur bern rederien 'deu eus ar bed a-bezh 'vit bevañ ur prantad 'ya pelloc'h 'vit ar sport. Un dibab buhez 'vit lodenn vras anezho peogwir 'ranker prientiñ seurt abadenn 'pad meur a vloaz 'vit bout barrek. Deomp d'o heul war an hent etre Brest ha Karaez. Ur bern arvestourien 'oa war bord an hent. Bamet eo tost an holl dud met a-wechou a-wechoù 'neunt un tamm poan da gompren pezh laka kement a dud etre Pariz ha Brest. Un ehan da Sizun da gentañ gant Marsel, pevar-ugent vloaz. ///Gant Erwan Blanchard.///

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio