àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Konkour an dansoù 'ba Gwengamp

Konkour an dansoù 'ba Gwengamp

Dec'h 'ba Gwengamp oa dalc'het kenskrivadeg bras an dansoù hengounel e Breizh. E giz ar bloaz paseet eo digouezhet ar c'hlec'h « Eostiged ar Stangala » deus Kerfeunteun 'ba Kemper, e penn Konkour ar Sant Loup. Evit an unnekvet gwec'h memestra ! Ur c'heñtañ plas strizh ar bloaz-mañ peogwir, tost tre goude, e kaver ar strollad « Kañfarded Sant Evarzeg », ur c'helc'h deus ar vro C'hlazig ivez. Daou strollad ezel deus Kendalc'h evel just hag o deus 'benn ar fin doareoù heñvel a-walc'h da lakaat an dansoù e Breizh da vont war zu ar gevredigezh a-vremañ. Nolwenn Vigouroux, un dañserez deus an Eostiged, a gont deomp tem an abadenn o deus ijinet evit ar c'hoñkour-se. Eman deus mikro Anne Gouerou

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio