àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

Kelc'hioù keltiek gwellañ er vro, hag er BED war un dro, 'zo da wel kerzh ar week-end 'ba Gwengamp da geñver ar Sant-Loup. An troioù diwezhañ konkourioù dañs 'vo disadorn noz ha disul war blasenn ar Valy. Hag evit an eil gwech 'kemero perzh 'bar c'hoñkour bras Eskell an Elorn. Da laret eo ar c'helc'h keltiek 'zo 'ba Landerne. Anaïs ar Gov zo unan eus an dañsourien. selaouit an atersenn Roet zo bet lañs da unnekvet festival film an inizi àr enezenn Grwe. Ar blez-mañ emañ pedet bro Kaledonia-Nevez. An digarez da lakaat ar gaoz àr istoer ar vro hag ar bobl Kanak. Filmoù a Vreizh hag e brezhoneg vo bannet iwez. Dre skwer e ouiimp get ar film sevenet get André le Moustader petra eo ar c'houign-pod, boued graet àr enezenn Grwe. Andrea ar Gal deus klaset gouiet hiroc'h iwez get José Kalloc'h, vo gwelet barzh ar film just a-walc'h. selaouit dohtoñ

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio