Ur stal etiopat nevez 'ba Douarnenez
"Etiopatiezh", setu ur ger nevez e bed ar vedisinerezh diazezet war ar gresianeg "aïtia = an orin", ha "pathos = ar boan".
Chom hep bezañ noazhus ha labourat diboan, sed 'aze un teknik o vont war ziorren muioc'h-mui dre ar vro.
Loeiz Gwegen, ur paotr yaouank a Zouarnenez, a zo o paouez digeriñ e stal etiopatiezh e kêr ar pennoù sardin. Nevez 'zo en eus echuet e studioù ha prest eo bremañ da zegemer an dud tapet poan ganto.
Katell Uguen a zo bet o welet anezhañ evit klask gouzout hiroc'h war e vicher, etiopat.