àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Awenn Plougoulm, maeronez nevez Stumdi

Awenn Plougoulm, maeronez nevez Stumdi

Bep blez e cheñch paeron pe maeronez Stumdi. Ar blez-mañ ema Awenn Plougoulm, maeronez nevez ar grezenn stummadur e brezhoneg. Un arzourez eo ha labouret he doe e Ofis an douristed e Menez Are. Krouet he deus "L'Arbre à Pommes". Kinnig a ra kontadennoù ha sonadegoù, e brezhoneg hag e galleg, evit an holl publikoù. Desket he deus brezhoneg get e mamm-gozh hag e mamm. Groet he studioù e brezhoneg ivez. Bout paeron pe maeronez Stumdi zo un digarez ivez evit eskemm get ar stajidi. A-bouez eo evit lakaat àr wel da stajidi Stumdi ez eus moian labourat ha bevañ e brezhoneg. Domp da Blañvour, en ur grezenn Stumdi. Awen Plougoulm neus kejet doc'h ar stajidi. Ur repotaj groet get Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio