àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Afer Gonidec : « A-bouez eo kemer ar gaoz » evit Goulwena an Henaff

Afer Gonidec : « A-bouez eo kemer ar gaoz » evit Goulwena an Henaff

Kondaonet eo bet Nicolas Gonideg, e kreiz miz Here, d'ur bloavezh en toull-bac'h ha da daou vloavezh toull-bac'h gant goursez! An hini 'zo bet kuzulier kêr 'ba Kemper etre 2014 ha 2020 'zo bet barnet gant lez varn Sant-Brieg evit argadoù reizhel ha evit bout embreget ar vicher klañvdiour maez lezenn. E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù en deus graet e dorfedoù: tennañ gwad da vaouezed 'zo ha tennet gounit eus ar galloud 'oa deuet a-benn da gaout warno evit argadiñ anezho. Pemp maouez o deus dougenet klemm da gentañ. 17 maouez all 'zo bet er c'homiserdi 'vit ober kement all. Tamm ha tamm e komañs reuzidi Gonideg da gomz evel 'pezh he deus graet Goulwena an Henaff bet tapet fall gant Gonideg e 2003. Ha moarvat n'eo ket disoc'h an afer tamm ebet. Tamm ha tamm 'zo reuzidi all o kemer ar gaoz. Implijet 'noa Gonideg e blas a rener ur stal liesvedia hag a guzulier kêr 'vit gwallgasiñ ur bouchad maouezed. Ur pennad kaoz savet gant Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio