Pennad kaoz ar sizhun - Tavarn kevredik Kallag
Les pieds dans l'plat, setu neuze anv an davarn kevredigezhel neveu digoret e Kallag, en ur stal pasterezh kozh. Goude bezañ bet sinet ar c'hontrad feurmiñ e miz mae en deus ar gevredigezh graet un nebeut kempenn 'ban ti ha digoret d'an dud adalek miz even. Sonadegoù 'vez graet eno, boued 'vez servijet d'ar merc'her ha d'ar sadorn. Peadra da reiñ ur boc'h avel da bourk Kallag ha d'an dud o chom tro-dro. Sahel, lisead e Lise Diwan Karaez a lak ac'hanomp d'ober tro an ti.