Bodadeg publik e Gwengamp war an uzin eoged
150 den a zo deuet evit an emvod publik kinniget gant ar re o stourm a-enep d'an uzin eoged a vefe staliet e Plouisi gant un embregerezh a vro Norvej anvet Smart Salmon. E miz Even eo bet votet gant kazi an holl dilennidi Gwengamp Pempoull Kumuniezh kumunioù da werzhañ an dachenn 55 000 metrad karrez d'an embregerezh. Abaoe e c'houlenn ar stourmerien kaout muioc'h a ditouroù diwar-benn ar raktres.
Jean Brichet, a zo deuet amañ en emvod da gaout muioc'h a ditouroù, displeg a ra deomp perak eo a-enep an uzin-mañ.