àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un ti France Services ba Kallag

Un ti France Services ba Kallag

E fin ar sizhun dremenet e oa bet digoret ez-ofisiel an ti France Services ba Kallag, e kreiz Breizh. E-barzh an ti-se e c'hello tud Kallag hag ar c'humunioù tro-war-dro kaout ul liamm gant 9 aozadur, evel Pol Implij, an Asurañs kleñved peotramant c'hoazh ministrerezh ar justis. En ti France Services e vo ur skipailh da zegemer an dud ha memes un den prest da sikour ar re ha n'int ket solut war ar binviji niverel hag an internet. Hiroc'h gant Jean-Yves Rolland, maer Kallag, laouen e vefe kresket ar servijoù publik war e gumun. Eil lodenn gant Pascal Leyour, maer Karnoed.

Pikous Dibikous

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio