àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur vanifestadeg evit difenn an hentad divyezheg e Kallag

Ur vanifestadeg evit difenn an hentad divyezheg e Kallag

Bec'h bras zo àr skolajoù ha liseoù divyezhek ar vro evit an distro-skol-mañ c'hoazh. Evel ba skolaj Kallag, e lec'h ma oa bet digoret un hentenn àrlane. Evit ar blez he deus nac'het ar rektoriezh roiñ an eurioù a rofe an tu da bevar a vugale da genderc'hel get o studi divyezhek, en c'hwec'hvet klas. Dilun e oe deuet ur pemzek bennaket a dud da vanifestiñ dirak ar skolaj. En o-mesk, Gwendal Berthou, skoliet e vugale e skolioù divyezhek ar vro. Hiriv, goude kreisteiz, e vo digemeret dileuridi Divyezh get servijoù ar rektoriezh e Roazhon. Galvet e oe dud da vanifestiñ dec'h da noz e Montroulez e-tal lise Tristan Corbière a-benn roiñ mouezh da zifenn amzer da zonet hentennoù divyezhek ar vro. Ur pennad kaoz great get Tomaz Laken.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio