àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Trouz' zo get emglev Daniel Cueff ha Loig-Chesnais-Girard

Trouz' zo get emglev Daniel Cueff ha Loig-Chesnais-Girard

Trouz zo bet great get emglev Cueff ha Loig-Chesnais-Girard. An daou penn-listenn a yay 'sambles d'an eil tro evit dilennadegoù rannvro. Met ul lodenn ag an dud àr listennad Cueff ne bli ket dezho ar fuzion-se. Fuloret eo Julien Daniélo. Ar ar renk get Cueff e oa ar potr a Kaden, e Mor-Bihan. Digomprenabl eo an diviz-se hervezhañ. Dreist-holl pa oa disklêriet get Daniel Cueff « ne vo ket graet un emglev get al listenoù a-rall. » Selaomp Julien Daniélo diouzhtu, doc'h mikro Yuna Kojan. Displegañ a ra deomp perag ne gav ket brav an emglev-se. Eizh den eus listennad « Breizh ma buhez », Cueff en e-zouez, a vo neuze get al listennad Loig Chesnais-Girard. Julien Daniélo ne faot ket dezhañ kenderch'el da heuliañ listenn Kueff. Galvet neus mont da votiñ evit ar re c'hlas.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio