Chom a ra Rannvro Breizh en tu kleiz.
E penn kuzul nevez rannvro Breizh e vo dilennet Loig Chesnais-Girard, 'zo prezidant dija. Gantañ 'oa ar c'hlaoustre gounit hep listennad EELV-UDB. 29,8% eus ar mouezhioù 'zo aet gant listennad Loig Chesnais Girard da geñver an eil tro. Nebeut tre. dreistholl pa vez lakaet war wel an niver bihan a dud bet o votiñ 'kerzh an dibenn sizhun dremenet: 36,6% eus an dud enskrivet. Bihan eo an trec'h war un dro. Selaouomp Paol Molac, kuzulier rannvro Breizh dilennet en dro ha depute 'ba Parlamant Bro-C'hall, emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.
Bez-prezidant ar rannvro e karg eus ar Brezhoneg 'vo ket Paol Molak, kar kannad er Parlamant e chomo. A-benn dirgwener e vo dilennet prezidant, bez-prezidantezed ha bez-prezidanted rannvro Breizh.