àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kerlenn Stenn Kidna o aozañ an distro

Kerlenn Stenn Kidna o aozañ an distro

Prientiñ a ra Kerlenn Sten Kidna an distro-skol ! An distro-skol 'vo adalek d'an ugent a viz Gwenoloñ. Kentelioù 'vo b'an Alre hag e Pluvigner. Ur gentell neus kroget dija e Karnag. Ne oa ket aes ar blez get ar c'hovid. Ar gevredigezh neus kinniget kentelioù e brezhoneg a-bell, e-pad blead skol daou vil ugent - daou vil unan àrn ugent. Dre urzhiataer e oa.. Met bez e oe ivez ur gentel ispisial a oe kroget a-bell benn ar fin. Great e oa d'al lun da greisteiz, evit tud hag a labour da skouer pe tud ivez hag a chom pell. O soñjal e oa Kerlenn Sten Kidna sevel ur gentel 'vel-se e-raok an enkadenn yerc'hedel met ne oa ket bet graet. Ha dre ar c'hovid e oa ret krouiñ ar gentel-se ! Padrig Drean a zo prezidant Kerlenn Sten Kidna. Traoù all zo aozet ivez get Kerlenn Sten Kidna. Kentelioù teatr e brezhoneg da skouer, evit ar re o deus ul live mat e brezhoneg dija. Evit mont e darempred get KSK kit àr e lec'hienn internet pe skrivit dre ksk@ksk.bzh

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio