Gwelet e vo Breizh àr ar skrammoù 'benn ar mizioù da zonet.
Passabl a filmoù zo bet troet er vro ar blez-mañ. Evit donet da Vreizh e hell ar saverion filmoù bout sekouret. Ur servij zo bet savet get ar c'huzul rannvro evit o degemer ha reiñ alioù dezhe.Catherine Delalande a zo bremañ e penn ar servij-mañ. Lâret a ra deomp piv zo daet da filmiñ da Vreizh ar blez-mañ. Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel.