àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lazhet zo bet ur vaouez gant he gwaz en dro, div sizhunvezh'zo, e Merignac

Lazhet zo bet ur vaouez gant he gwaz en dro, div sizhunvezh'zo, e Merignac

Lazhet zo bet ur vaouez gant he gwaz e Merigneg, e Bro Jirond, div sizhunvezh'zo. Klemmoù oa bet kaset a-enep an den-se padal. Kondaonet voe bet get ar justis evit feulsterioù enep e wreg dija. Ar benlazh-se, da laret eo ar feminisid, neus lakaet war wel kudennoù bras. Ar c'hudennoù a zo da heuliañ un den kondaonet evit feulsterioù enep e wreg. Ha kudennoù war ar mod ma vez kemmeret, ha heuliet, klemmoù ar maouezed. Selaomp Aodren. Feministez eo anezhi, stourm a ra evit gwir ar maouezed. E-pad ar prantad-bac'hiñ, e 2020, e voe diskennet a niver a vaouezed lazhet get he gwaz pe he gwaz bet. Ne oa ket bet gwasoc'h an niver-se peogwir ne c'hellent ket mont kuit ar maouezed eus o zi. Alies pa vez lazhet ar maouezed eo peogwir e kuitaont ar c'houplad. Setu perak eo pouezhus digeriñ lec'hioù da zigemer maouezed. Evit ma vo posubl dezho mont kuit eus an ti e lec'h ma 'z int gwall-gaset, o vezañ gwarezet. Un atersadenn gant Yuna Kojan

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio