Gortozet eo internet tizh uhel 'vit an dud 'ba Kreiz Breizh
E kreiz Breizh e stourm ar stroll «internet kreiz Breizh» evit ma vo staliet an ADSL uhel e partout. Ar soñj kentañ 'oa labourat war dachenn bro kornôg kreiz Breizh tout, ledet war tri departamant. 'Benn fin eo re vras, met memes tra zo klasket ma vo respontet da daou c'houlenn: liammañ ar rouedadoù en tri departamant, hag ober evit ma ne vo ket a dachennoù gwenn ken. Fiziet zo ur c'hevredi e Claudy Lebreton, prezidant kuzul-meur Aodoù An Arvor,a gant Cécile Duflot, ministrez ingalded an tiriadoù hag al lojeiz. Ret 'vo dezhañ studial ar cheñchamantoù zo bet diwar implij an internet er modoù da labourat ha da vevañ. Evit ar vinistre e teu ar gwir da gaout internet aezet ur gwir sokial. Herve Ar Gall, perzh er stroll «internet kreiz Breizh», a zispleg e soñj deomp. Gant Tudual Karluer.