àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Trouz 'zo gant ur garta e Kanuhel

Trouz 'zo gant ur garta e Kanuhel

Ur garta a lâre splann d'an dud o chom warr ar maez oa gwelloc'h dezhe mont kuit ma ne oant ket evit sentiñ doc'h al labour-douar 'vel m'emañ er vro. Setu an destenn 'noa bet graet trouz e Kanuhel, e bro St Nikolas... Gant an ti kêr 'oa bet skrivet ar garta se, o tagañ e-eun ar re a glemm a enep d'al labour douar produktivist hag e efedoù fall warr ar maez. N'int ket bet plijet tamm bet tud 'zo er gumun... Ha setu savet ur strollad "asambles ha mat pell 'zo" 'vit kaout ar gwir da vout o chom er vro. Dec'h beure 'zo bet dalc'het un emvod kelaouiñ e Rostrenn, sames gante ha sindikadoù giz Solidaires, FSU, kevredigezh ar Minga. Aon o deus e zafe àr feulsaat ar jeu blam d'ar garta, hag e poent braz lak an dud da gaozeal sames 'vit gellout bevañ sames. Displegadennoù gant Yann Pier Diredel, eus ar FSU. Setu kaset ul lizher da dilennidi ar vro ga'r FSU, Solidaires, Sindikad dastumerien beizhin, Minga. Da ziwall zo, eme-int, rak e c'hallfe bout savet ar memes garta gant tiezh kêr all evit plijout d'al labourerien douar produktivist. Ha da c'hortoz e Kanuhel, ken start eo ar jeu ma zaï kuit un deus an daou paisan nemeto 'zo er barrez. Ur pennad-kaoz graet get Gwenvael Delanoe

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio