Dañjerus eo bezañ kazetennerez, a ziskouez RSF
Un enklask zo bet embannet get ar gevredigezh difenn gwirioù ar gazetennerien Reporters Sans Frontières, diàr-benn ar seksim e-barzh bed ar c'hazetennerezh. Diskouez a ra ez eus ur bern feulsterioù seksist enep ar c'hazetennerezed. Dañjerus eo labourat evito e-barzh ul lodenn eus broioù ar bed, mez war dachennoù labour 'zo muioc'h eget war re all. Ar politikerezh pe ar sport a zo e touezh a re washañ da skouer. E miz Meurzh voe bet embannet er gazetenn Le Monde un destenn, sinet get kazetennerezed ar Sport. Goulenn a raent gellet labourat hep kaout da dalañ deus emzalc'hioù seksit e-barzh o bodoù-skrivañ. Un destenn evel-se zo bet kaset e-barzh ar gazetenn ispisializet L'Equipe ar blez paseet ivez.
Metig Jakez-Vargas hag Anna Kere zo kazetennerezed. Displegañ a reont o soñjoù diàr-benn ar gudenn vras-se. Kontañ a ra Metig Jakez Varags lâr eo bet tapet ivez get darvoudoù seksist, deus mikro Yuna Kojan.