àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Renkañ un ti zo kement ha beajiñ

Renkañ un ti zo kement ha beajiñ

Deomp d'ober un tamm tro e Bro Dreger bremañ... Dibaoe an hañv tremenet 'vez ar beajour Samuel Allo o kempenn un ti e Plûned, nebell eus traoñnienn al Leger. Ur pezh 'mel labour eo : eus an daou penn-ti 'neus prenet, ne oa ket na toen, na netra, met mogerioù kozh-tre nemetken. Un deuhouto vo vitañ da vout o chom ennañ, hag egile... a zeuio da voût "ti ar c'hoñjennoù " ! Rak koñtour eo ivez Samuel Allo, ha gant-se ez za da foetañ bro : o kontañ istorioù d'an dud a 'zo prest da zegemer anezhañ. Ha setu anezhañ distroet e Breizh, goude bloavezhioù war an hent. A-hed an deiz, bemdez, vez adsavet gantañ an ti, tamm ha tamm. Ha da c'hortoz e vez o kousket en ur c'harr-samm. Ha gwel 'rit eo ur sapre cheñchamant 'vit ar foeter bro-se a-orin eus Ploheg, e Breizh Uhel... Setu a-raok ma c'hello bezañ beilhadegoù ha klevout kontadennoù e ti Plûned, e c'heller, d'an hini a karo, mont da reiñ un taol skoaz da Samuel, ha mont war e lec'hienn internet : samuelallo.com. Muioc'h a vo da vezañ klevet gantañ war hon gwagennoù en abadenn vintin Pikouz Dibikouz ar sizhun a-zeu.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio