Lezenn ar yezhoù bro : sell kevredad Seaska, e Euskadi
Rouedad Calendrette e Okitania pe skolioù Ikastola e Euskadi a zo laouen ivez get vot lezenn ar yezhoù bro. Al lezenn zo bet votet an eizh a viz Ebrel. Komzet hon eus eus an dra-se evel-just e Breizh, met ivez e-barzh broioù all.
Peio Jorajuria zo prezidant Seaska, kevredad ar skolioù Ikastolas e Euskadi. Laouen eo ar prezidant peogwir e oa votet al lezenn Molac. Met ne vo ket chenchamentoù bras get al lezenn-se evit ar rouedad Seaska. Un afer anaoudegezh-vat eo kentoc'h. Displegañ a ra deomp e soñj diàr-benn ar skodenn-skol, ur mennad eus al lezenn.
Ur pennad kaoz graet get Yuna Kojan, ha get Gael Le Du eus Radio Bro Gwened.