Peseurt dazont evit Kuba ?
Renet eo Strollad Komunour Kuba gant Miguel Diaz Canel.
Dilezet en deus Raul Castro, ur breur da Fidel Castro, e blas d'an oad a 89 vlez! Savet eo bet Miguel Diaz Canel get ar strollad komunour. Bet eo ministr an deskadurezh uhel, bez prezidant Kuba e daou vil trizek, hag anvet prezidant Kuba get kannaded ar strollad nemetañ 'ya d'ober ar vodadeg vroadell.
Tamm ha tamm e kuita ar galloud ar re o deus dalc'het an dispac'h e Kuba e fin ar bleadoù hanter kant. Ar wech kentañ eo 'vo ur sivil o renañ ar vro àr lerc'h Fidel ha Raul Castro. Ur sapre labour 'vo da gas get prezidant nevez ar strollad komunour. Dav 'vo dezhañ ober àr dro ur vro 'zo skoet mat get un enkadenn ekonomikel. Un enkadenn hag 'zo brasoc'h evit biskoaz blam d'ar c'hovid 19. Peseurt dazont 'zo ged unan eus broioù komunour diwezhañ 'zo er bed? Un nebeut respontoù gant Bernez Jestin eus Brest. Bevañ a ra etre Breizh ha Cuba. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.