An arameeg, yezh an Asirianiz er Reter-Nesañ
Hag evit echuiñ gant ar c'heleier-mañ e kinnigomp deoc'h mont da zizoleiñ unan deus ar c'hantadoù a yezhoù er bed hag a zo lakaet en dañjer da vont diwar wel. Er Reter-Nesañ e kaver ur bobl, ar bobl Asirian, hag a gomz ar yezh arameeg. Gant brezel ar Golf e penn kentañ ar bloavezhioù 1990, ha gant brezel an Irak er bloavezhioù 2000, eo bet rediet ur bern pobladoù ar Reter-Nesañ da zivroañ. O vezañ kristenien evit ar pep niverusañ, eo bet heskinet an Asirianiz gant ar Stad Islamek dibaoe ar bloavezh 2014. Hiriv an deiz e vez kavet Asirianiz o prezeg arameeg e bilajennoù e broioù Irak, Siria, Turkia, hag Iran. Kavet vez un nebeut outo e bro Jeorjia ivez.
Anna Muradova a zo yezhoniourez, troourez brezhoneg-ruseg, ha skrivagnerez. M'eo hi ganet e Moskva, emañ bremañ o chom e Tbilisi, kêr-benn Jeorji, hag he deus desket arameeg gant he zad-kozh Asirian.
Lâret a ra deomp penaos n'eo ket jeorjianeg hag arameeg ar memes yezhoù tamm tout ebet anezho.