àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Labour-douar : Ur c'hleñved a-gaoz d'al louzeier

Labour-douar : Ur c'hleñved a-gaoz d'al louzeier

Jean-Jacques ha François 'zo àr o lévé, e Penn ar Bed. Labourerion-douar e oant gwechall. Pep hini o zaou : mab ul labourer-douar. Gounezet legumajoù gante : Kaol fleur, artichaod, chalotez. Louzeier 'zo bet implijet gante, pesticides ma karit, evit o labour. Heuliet o doa kuzulioù kambr al labour douar. Met kudennoù yec'ehd o deus bremañ. Jean-Jacques ha François zo tapet get ar c'hleñced parkinson, o doa disklêriet o medisinerion. Al liamm o deus graet get al louzeier. Bet int e darempred get ar gevredigezh « Collectif de soutien aux victimes des pesticides de l'ouest ». Ar c'henstrollad-se a sikour an dud a zo tapet get ur c'hleñved a-gaoz d'al louzeier. E Penn-ar Bed, François ha Jean-Jacques o deus displeget deomp penaos e oa o labour, peseurt ostilhoù o doa implijet. Selaomp doc'h o testeni. François ha Jean-Jacques zo enep ar louzeier bremañ evel-just. Ar strollad « soutien aux victimes des pesticides de l'ouest » a ra un labour bras evit soutenn an dud hag evit ober anaoudegezhevel klenved a vicher ur c'hleñved blam d'al louzeier. E Mor-Bihan, e vo dalc'het ur vanifestadeg e sant Jelan, e-tal Pondi, get ar c'henstrollad enep ar feurmoù-uzin, soutenent get ar strollad « soutien aux victimes des pesticides de l'ouest ». Ur c'herzhadeg vo aozet evit stourm a-enep industrielaat al labour-douar.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio