àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Izel eo live an dour dindan zouar e Breizh er mare-mañ

Izel eo live an dour dindan zouar e Breizh er mare-mañ

Ouzphenn 60% eus an dour evet hag implijet e Frañs a zeu a-ziwar an dour dindan zouar, ar gweleadoù freatek, an nappoù freatek. Ar pezh a zo eo izel live an dour dindan an douar e Breizh er mare-mañ, daoust ma zo bet ur bern barradaoù glav ar c'hwec'h miz diwezhañ. Met ar glav ne oa ket efedus awalac'h evit leuniañ ar gweleadoù dour. Da lâret, eo n'en deus ket ensilet an dour don en douar. Live an dour dindan an douar zo izel tre e Kreizh Breizh dreist-holl. Penaos displegañ an diouer a zour-se ? Da gentañ dre dommadur an hin, met ouzhpenn an dra-se zo. Displegadennoù get Jean-Paul Runnigo, ezel deus Dour ha Stêrioù Breizh. An adlodenniñ, ar remambremañ, a vehe unan eus kaozioù an diouer a zour, dre m'en eus fonnusaet an distruj kleuzioù.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio