àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Muioc'h a wirioù d'ar minorelezhioù en Europa !

Muioc'h a wirioù d'ar minorelezhioù en Europa !

Nac'het eo bet ar Minority Safe Pack n'eus ket pell amzer 'zo get Komision Europa. Da gaout muioc'h a wirioù d'ar minorelezhioù en Europa, e oa bet sinet ar sinadeg-se get ohpenn ur million a Europeiz. Met ne oa ket hounnezh an Inisiativ Siotoaian nemeti e Europa da zifenn gwirioù ar broadoù minorelaet. Homañ a zo bet krouet gant ar C'huzul Broadel Szekler, ur bobl hungarad vinorel e bro Roumania. E bal eo ma vo taolet evezh get Europa da souten ar rannvroioù broadel. Da lâret eo ar c'horn broioù gant ur boblañs 'n eus ur yezh, peotramant ur sevenadur disheñvel deus hini galloud kreiz he Stad. Goulenn a ra ma vo savet ur fond argant ispisial e diabarzh politikerezh Europa da ziorren ar rannvroioù ha ma vo roet an argant-se eeun d'ar rannvroioù broadel. Attila Dabis a zo komiser an aferioù diavaez evit Kuzul Broadel ar bobl Szekler. Displegiñ a ra penaos eo deuet dezho ar c'hoant da sevel un Inisiativ Sitoayan, p'o deus gwelet e oa meret fall gant Stad Roumania an argant Europad. Ma faot deoc'h sinañ, e vez kavet sinadeg ar Broadoù Rann-vro dindan ar chom-lec'h-mañ : www.nationalregions.eu.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio