àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Eienn, ur stummadur nevez evit deskiñ brezhoneg !

Eienn, ur stummadur nevez evit deskiñ brezhoneg !

Ur stummadur nevez a zo war an dachenn, evit an dud a faot dezho deskiñ brezhoneg dre ar gomz ! Get un den yaouank deus Douarnenez, Alan Kersaodi, eo bet savet Eienn, un entenn vrezhoneg en linenn. Kemeret 'n eus Alan skouer war ur stummadur all, 'n oe sikouret anezhañ da zeskiñ kembraeg, pa oa war e studi e Aberystwyth e bro Gembre. Mont a ra en dro ar bedagogiezh hep tremen dre ar skrid neuze, mez dre selaou frazennoù enrollet nemetken, ha dre lakaat an deskardi da gomz. Ur gentel bemdeiz e pad 7 devezh a vez kinniget d'an dud heuliañ evit netra gant Eienn, dezho da zizoleiñ ar stummadur. Ma faot dezho mont pelloc'h goude-se, e hellont paeañ 10¬ ar miz. Gant 91 kentel en holl, e c'heller evel-se heuliañ war dro tri mizvezh stummadur en linenn. Gall a reer kavout ar stummadur war al lec'hienn eienn.bzh Alan Kersaodi a oa doc'h mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio