àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Re Bell Ganti Gwener 5 a viz meurzh 2021

Re Bell Ganti Gwener 5 a viz meurzh 2021

-A-benn an 8 a viz meurzh 'vo lidet evel bep bloaz devezh etrevradoadel gwirioù ar merc'hed. Er bloaz-mañ 'vo ivez deiz-ha-bloaz ar Gumun, ar stourm sitoian bet kaset e Paris 150 bloaz zo. An daoù dra-se zo un digarez brav da enoriñ Nathalie Le Mel, hag aozet 'vo an abadenn-se gant Strollad Kommunour Ker Gemper. Graet 'vo warc'hoazh dirak an ti-kêr, plasenn Sant Kaourintin, da div eur hanter. Nathalie Le Mel, ganet e Brest ha bet Kemperiadez n'eo ket ken anavezet hag he mignonez a stourm hag a harlu, Louise Michel, hag anat eo ma ranker klask renkañ se pa selaouer Yann Foucher kontañ deomp peseurt stourmerez 'oa bet -BARZHAZ: Magali Baron, eus Kuzul ar Brezhoneg, ouzh mikro Tomaz Laken, evit enoriñ Per Denez en dro-mañ. -Roger Geñtric, paotr Pouldregad, a vo en abadenn an DON a-benn disadorn war Radio Kerne. «Ar Geñtric» e-giz vez lesañvet er vro a gonto deomp un tamm deus e vuhez. Yann mil-vicher eo bet. Evel kalz bugale eo bet o tiwall ar saout da gentañ, a-raok mont d'an Normañdi asambles gant e dad da sevel tier en-dro goude ar brezel. Masoner eo bet, ha bloaz eo bet o labourat e-barzh ur gigerez ivez, e bourc'h Pouldregad. Met d'ar c'houlz-se ne veze ket labouret tre e-giz bremañ avat . -AN ALI LENN Histoires de la nuit gant Laurent Mauvignier, setu ali lenn Maryse Evrin deus mediaoueg Alain Gerard e Kemper. Ur romant hir e stumm ur thriller.- Gilles Pennec a zo c'hoazh en abadenn evit komz diwar-benn e levr diwezhañ 'Koktel ar vuhez 2'

Re bell ganti

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio