àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

keleier 8e30 vintin

keleier 8e30 vintin

@@@Studi sokiologel : brezhoneg eo yezh ar skol evit liseidi Diwan, met tomm int dezhi@@@ Gant Gildas Grimault, kaset ar studi da benn gantañ, ha kelenner e lise Diwan Karaez. Un atersadenn gant Gwenvael Delanoe. selaouit ar pennad-kaoz @@@Kempenn ar gwenojennoù e Plufur@@@ Gant Fañch ha Jañ Lirzhin deus ar gevredigezh "Hentoù-Treuz". Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe. selaouit ar pennad-kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn : Marteze e vo enket departamant an Alpoù-Mor er fin ar sizhunvezhioù, da dalañ deus ar virus kurunenn. Lakaet vo medisined hollek 'zo da vrec'hiañ o fratikoù gant brec'h AstraZeneca. Manifestet voe e Brest disadorn da souten Diwan, pa 'n eus ar rektordi embannet digreskiñ an eurvezhioù kelenn brezhoneg a-benn bloaz. Manifestet zo bet e Brieg disul enep ar stal Amazon. Adlañset eo enklask ar justis breizh-veuriadezh e afer ar Bugaled-Breizh.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio