àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Studi sokio : brezhoneg a zo yezh ar skol evit liseidi Diwan, met tomm int dezhi

Studi sokio : brezhoneg a zo yezh ar skol evit liseidi Diwan, met tomm int dezhi

Disadorn oa manifestet gant tost da 1 500 a dud e straedoù Brest evit difenn an eurvezhioù brezhoneg e skolajoù Diwan. Un digresk en eurvezhioù kelenn brezhoneg e skolajoù Diwan a zo bet raktreset evit ar bloaz a-zeu gant an Deskadurezh Stad, pezh a lakfe en dañjer treuskas ar yezh er skolioù. Ha just awalac'h. An-dra-se 'ro un digarez dimp da sell a dost ouzh buhez ar brezhoneg... en diabarzh ar skolioù. Gant Katell Chantreau ha Gildas Grimault zo bet kaset da benn un enklask sokiologel diwar-benn implij ar yezh gant liseidi Diwan Karaez. Ha komzet vez brezhoneg etreze ? En o familh ? Ha stourmet vez gante 'vit ar yezh pe ne vez ket ? Un dra a zo splann : dre vraz e chom ar yezh un dañvez-skol da gentañ -tout, memes m'o deus ul liamm kreñv a-walac'h al liseidi ganti. Gildas Grimault 'zo kelenner e lise Diwan Karaez. Ober a ra deomp e soñj hollek war zisorc'h ar studiadenn, deus mikro Gwenvael Delanoe. Hag e-touezh ar sifroù da deurel evezh dezho, e hellomp merzout memes tra e plij muioc'h, dre vraz, ar brezhoneg d'ar merc'hed... Hag eo ganto vez kaset ar muiañ a stourm !

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio