Ministrez an tiriadoù a zo deuet betag Kreizh Breizh Diriaou
E Kallag 'eo bet degemeret Jakeline Gourault get an aotroù maer ha Loig Chenais Girard prezidant Rannvro Breizh. Sinet oe bet palioù an Emglev Stad-Rannvro. An emglev-se a ro ar gwir d'ar Rannvro da gemer e karg divizoù 'zo d'ober evit ur bochad sujedoù ekonomikel.
Deuet eo ar vinistrez betag Rostrenn ivez. Un digarez dezhi da wel ur servij nevez bet lakaet e plas e kumuniezh kumunioù kreizh Breizh (CCKB). Ur c'harr-kampiñ, "France-Service" e anv, a ra troioù ar parrezioù, evit sikour get an dud ober o faperioù melestradurel. Ar pal : tostaat an dud àr ar maezioù doc'h ar servijoù-boutin. 'Pezh n'eo ket vit plijout d'an holl, giz pezh o doa embannet an UDB ha sindikadoù ag ar vro. Hirroc'h da klevet en enrolladenn a-us get Herve Ar Gall 'zo ezel eus an UDB, doc'h mikro Gwenvael Delanoe.