àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kovid-19 : Penaos o deus gellet ar skiantourien sevel ur vrec'h gant TRN ken buan-se ?

Kovid-19 : Penaos o deus gellet ar skiantourien sevel ur vrec'h gant TRN ken buan-se ?

Da vont enep ar virus kurunenn zo bet kaset kalz a startijenn dre ar bed er mizvezhioù tremenet gant an enklaskerien da gavout vaksinoù. Tri a zo aotreet o implij gant bro C'hall betekhen, hag eo ar re savet gant ar stalioù Pfizer ha BioNTech deus an tu, Moderna deus un tu all, hag AstraZeneca hag Oxford da dri. Deoc'h da gaout soñj deus mont en dro ur vaksiñ : boaz e vez kaset ar virus marv er c'horf peotramant proteinoù tennet diwar ar virus ha n'int ket dañjerus anezho o-unan neuze, a-benn ma vint anavezet gant ar c'horf evel dañjerus ha da bourchuiñ anezhañ da lakaat ar reizhiad imunekaat da laoburiñ. Mez penaos e c'hell bezañ e vefe bet savet brec'hioù ken buan-se gant ar skiantourien enep ur c'hleñved deuet war wel bloaz 'zo ? Hervez ar skiantourez Annaig Rouxel, hon eus bet chañs gant ar virus kurunenn peogwir zo gantañ ur broteinenn a ra mat-tre al labour bezañ anavezet gant ar c'horf. Ha perzhioù mat a zo gant an TRN kannader izhpenn peogwir vez produet ar molekulennoù-se aes ha fonnus el laboratouerioù hag e vezont distrujet duan gant ar c'horf goude-se peogwir int molekulennoù bresk ha distabil.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio