àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Enklasket he deus kambr rannvroel ar c'hontoù a-ziàr Ofis publik ar brezhoneg

Enklasket he deus kambr rannvroel ar c'hontoù a-ziàr Ofis publik ar brezhoneg

E-pad c'hwec'h mizhvezh eo bet sellet pizh ouzh kontoù ofis publik ar brezhoneg gant daou enklasker eus kambr rannvroel ar c'hontoù. 'Pezh 'oa ket bet c'hoarvezhet morse d'an ofis abaoe 'oa ganet, e 2010. Ha setu embannet disoc'h an enklask-se ar sizhun-mañ : roet un neubeut alioù ganti d'an ofis evit e doare mont-en dro, hendall eo, dre vraz, traoù positivel. Laouenn eo Fulup Jakez 'zo penn-renner an aozadur, hag un tamm disammet memes, ouzh mikro Gwenvael Delanoe. Hag e c'helloc'h adkavout disoc'h an enklask a-bezh war lec'hienn internet kambr rannvroel ar c'hontoù.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio