àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Eskemm an douaroù : ur feson d'ober àr-dro an hin

Eskemm an douaroù : ur feson d'ober àr-dro an hin

Klask a ra ar c'humuniezhioù kumun ober evit an hin ivez ! Bodet e vez ar strollegezhioù lec'hel ag ouzhpenn 50 000 annezad asambl. Ar pal a zo lakaat e plas ar pezh a vez anavezet ur PCAET, Steuñv Hin-aEr-Energiezh an Tiriad. Klasket e vez soñjal holl bolitikerezhioù un tiriad da geñver ar produiñ gaz a efed-ti-gwer. E Kumuniezh Kemperle eo bet savet strategiezh ar steuñv e kerzh ar bloavezh daou vil triwec'h, hag e krog bremañ ar strollegezh da lakaat obererezhioù e plas. Hag ul lodenn vat deus ar produiñ karbon a zo liammet gant al labourerezh-douar. Ar sizhun dremenet e oa aozet neuze un emvod gant paizanted kumunioù an Treou-Kerne gant ur pal : lakaat anezho da eskemm o douaroù, evit strollañ anezho tro dro d'o stalioù. N'eo ket un adlodenniñ, met sikour al labourerien-douar da zasparzhiñ gwelloc'h o farkeier. Kaset voe an emvod gant Youenn Wlagen, kuzulier e Kambr al Labour-Douar. Lâret en deus ouzh mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean, perag eo an eskemm douaroù un dra vat evit an hin. Sikourioù an departamant na vezont roet nemet ma vez deus ur steuñv aoziñ ar c'hleuzioù speredek. Perzh fall an eskemm douar eo, e gwirionez, e c'hell pourchuiñ al labourerien-douar da vrasaat o farkeier, ha da freuzañ kleuzioù.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio