Cheu er mare-mañ diàr-benn an atanchoù bras tre, anvet feurmoù uzin
E Laoulane, da skouer, e oa ur vanifestadeg a-enep sevel feurmoù-yer. Betek 120 000 penn yar e vehe desavet bep blez er stalioù labout-douar-mañ, hervezh ar raktres.
Un afer ekologel hag ekonomikel eo evit an dud hag a zo a-enep ar raktresoù-se. Met un afer politikel eo ivez. Reiñ a rafe Ranvro Breizh 50 000 euro da arc'hantaouiñ raktres Laoulane.
Da geñver ar« plan volaille », anv ar steuñv-se : ar pal 'zo pourchas kig-yar d'ar restaoranchoù en Ehpadoù pe en ospitalioù.
Kant pevar ugent dre gant eus ar c'hig-yar a zo debret enno a zeu eus Bro Ukrenia, Polonia pe Brasil, hervezh Paul Molac 'zo kuzlier e Rannvro Breizh. Evitañ, ar pal 'zo bout emrenn a-fet kig e Breizh.
An deiz a hiriv ez eus div wech nebeutoc'h a diez-yer eget a-raok e Breizh.
Met kizidik e chom ar sujed-se memestra. Krouet oa bet ur genstrollad a-enep da raktres Laoulane. Hervez enebourien ar feurmoù mod-se vehe saotrus seurt stalioù divent. Met ouzhpenn ar raktres e Laoulane a zo: e Néan sur Yvel, Plaudren ha La Vraie-Croix eh eus ivez, e-mesk reoù arall e Breizh.
Ar raktresoù klud-yer ramzell-se a zo e-kreiz tabutoù ha kudennoù bras, kement ag eh eus bet krouet ur c'henstroll anvet Kelaouiñ get kazetennerion ar vro. Ar pal 'zo difenn ar frankiz kelaouiñ ha bout dijabl de labourat àr an agro-boued, e Breizh, hep bout taget.