Manifestadegoù enep ar surentez hollvedel e bro C'hall disadorn
Manifestadegoù a zo bet aozet, disadorn, e pep lec'h e Bro C'hall hag e Breizh, a-enep al lezenn Surentez-hollek. E manifestadeg an Oriant oa bodet pevar c'hant den. Eno e oa ar vanifesterion a-enep al lezenn Surantez hollek, met ivez a-enep divizioù kêr an Oriant, voted e-pad ur c'huzul parrez e miz Kerzu. Advouezhiet o deus an dilennidi an niver a boliserion, ha divizet reiñ armoù d'ar boliserion-kêr. Ur raktres zo get kumun an Oriant ivez : sevel ur greizenn da evezhiañ kêr, pe "centre de sécurité urbain", ma karit.
Ouzhpenn an dra-se c'hoazh e oa bet aozet ar vanifestadeg a-enep an dekred a zastum titouroù an dud. Da lavaret eo 'vo posubl get an dra-se, dastum menozoù an dud : politikel, prederouriel, sindikel ha relijiel. Obererezhioù a c'hallfe bezañ dañjeurus evit surentez ar stad.
Un tamm displegadennoù get Anton Kabon ha Derwell Jaffre, a oa er vanifestadeg.. Get Anton Kabon da gentañ.
Anton Kabon ha Derwell Jaffre a oa ouzh mikro Yuna Kojan.
E-barzh manifestadeg an Oriant oa ivez tud a souten an den yaouank a zo bet bac'het da c'hortoz, tamalet da vezañ aozet ar rave-party e Lieuron, e Breizh-uhel. Dre vras o doa ar vanifesterion-se c'hoant da lakaat war wel diazamentoù ar bed sevennadurel ha darvoudel.