àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Komañset eo gopridi Ospital Landerne da vezañ brec'hiet enep ar C'hovid-19

Komañset eo gopridi Ospital Landerne da vezañ brec'hiet enep ar C'hovid-19

Kant ha pevar ugent diwar 750 goprad o labourat 'ba Ospital Ferdinand Grall 'ba Landerne 'neunt asantet bout brec'hiet a-enep ar c'hovid 19. Komanset eo, dimeurzh, war an ton bras ar prantad da vaksinañ ar vedisined, ar glañvdiourien, ar skoazellerien ha kement 'zo. 'Vit ar poent 'neus ket met ar re 'zo koshoc'h 'vit hanter vloaz 'zo aotret bout vaksined. Implijet eo bet an danvez brec'hiañ savet gant Pfizer-Bio N Tech ha 180 muzuliad 'zo bet kaset da Ospital Landerne. Pascal Inizan 'zo e-touez implijidi an Ospital 'neunt divizet bout brec'hiet. Dec'h 'oa bet lakaet ar vrec'h dezhañ. ha tremenet mat pep tra! Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard. Daou vuzuliad danvez brec'hiañ 'ranker bout lakaet evit bout vaksinet da vat. Ret 'vo gortoz, bremañ, teir 'sizhun araok gellout derc'hel an eil prantad brec'hiañ 'ba Ospital Landerne. Hag adalek warc'hoazh 'vo komañset lakaat ar vrec'h da annezidi ti ar re gozh 'ba Landerne.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio