Manifestet 'zo bet e Roazhon 'vit muioc'h a justis 'vit ar Gurded...
Disadorn e oa manifestet e kêrioù disheñvel e bro C'hall, gant tud o c'houlenn ar justis evit ar Gurded. Ar justis evit teir stourmerez kurd evit bezañ resis. Sakine, Fidan ha Leyla a oa bet lazhet 8 vloaz 'zo e Paris d'an 9 a viz Genver. Tamalet vez ar Stad Turk da vezañ penn kaoz deus o muntroù. Meur a viliad a dud o deus manifestet dre ar vro neuze, hag e Roazhon e oa ur 500 den bennaket, deuet diwar c'halv ar Vignoniezh Kurd e Breizh (Amitiés Kurdes de Bretagne). Izili ar strollad Douar ha Frankiz a oa bet ivez, da souten anezho, evel Timotée Rogues.
Dibaoe miz Mae 2019 eo bet karget ur barner enep-sponterezh da adlañsiñ ar brosedurenn da geñver tud bet sikouret ar muntroù.