Railcoop lanset war marc'had an hentoù-houarn?
Tamm ha tamm e vez digorret an treuzdougen war an hentoù-houarn d'ar gevezerezh e Frañs. Betekhen e oa ar Stad an hini nemetañ aotreet da gas trenioù da vont. Mez dibaoe miz Kerzu tremenet e c'hell embregerezhioù all eget an SNCF lakaat trenioù beajourien da vont war ar rouedad hentoù-houarn broadel. Evit ar poent e vefe 4 stal o vezañ embannet bezañ gant ar c'hoant mont war ar marc'had. Ar stal alaman Flixtrain, ar stal spagnol Renfe, ar stal italian Thello, hag ur gooperativenn c'hall, Railcoop.
Ur bloaz goude he c'hrouidigezh, zo hiriv an deiz muioc'h eget 3000 den kevelet e Railcoop dija, o vezañ prenet ul lodenn outi. Gwenvael Jekel a zo bet kendrec'het kerkent gant ar raktres, hag e ra mizvezhioù 'zo eo eñ kevelet e Railcoop dija. Lâret a ra deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean penaos e soñj dezhañ zo bet graetdivizoù fall da geñver politikerezh an hent-houarn e bro C'hall...
Diskinnig : Evit da Railcoop gellet kaout an aotrez da vezañ un embregerezh hent-houarn o kas tud, e vez dav dezhi respont da un nebeut perzhioù. Dav vez dezhi kaout da nebeutañ 1,5 million a euroioù ganti. Evit ar poent 'n eus bodet 900 000 euro, setu e chom dezhi 600 000 euro da gavout. Pep hini a c'hell kemer perzh er raktres, o prenañ ul lodenn deus ar gooperativenn, hag a zo 100 ¬ he friz.