Merwyn Sauerbrey: kalvez mod hengounel!
Merwyn Sauerbrey 'zo kalvez 'ba bro Pourlet. Labourat a ra get un doare mod-kozh hag implijout a ra koed lec'hel, eus Breizh.
Merwyn Sauerbrey a sav koedaj mod-kozh ha tiez-koed. Ar c'halvez en deus labouret ivez war ur stal kivijerzh. un ti-palem, une tannerie ma karet. Ha bremañ emañ o labourat war un ti breserezh.
C'hoant en deus lakaet e pleustr tout ar pezh en deus desket evit an dud, get un doare hengounel da labourat dreist-holl.
Displegañ a ra deomp petra eo labour ur c'halvez « mod-kozh », hag an diforc'h 'zo etre doare d'ober ar vicher bremañ hag e hini. Merwyn Sauerbrey, ouzh mikro Yuna Cojean. E embregerezh eo anvet « Koed 'a'n ti ».