N'eo ket prest c'hoazh dilennidi Douarnenez Kumuniezh da vont enep Amazon
Meur a zen empleget er politikerezh a zo er mare-mañ o klask stourm enep diorren Amazon betek re e bro Frañs. E Kerne izel emañ ar stal etrevroadel gwerz en linenn war boent erruout bremañ. Gwerzet oa bet douar dezhi war gumun Brieg e kichen Kemper, en un degouezh 'n oa graet a vez tamalet dezhañ bezañ enep demokratel gant enebourien ar stal. E touezh ur bern aksionoù all emañ hini Katell Chantreau, bez-prezidantez Douarnenez kumuniezh en karg deus an endro ha deus an treuskemm ekologel. Bez he doa, e penn kentañ miz Kerzu, kinniget un destenn da guzul ar gumuniezh kumunioù, o vont enep ar stal Amazon.