àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur PAC nevez gant nebeut a c'halloud evit ar rann-vroioù gall

Ur PAC nevez gant nebeut a c'halloud evit ar rann-vroioù gall

Ur politikerezh boutin al labour-douar, ur PAC nevez a zo o vezañ peurachuet an negosiasionoù anezhi etre Parlamant Europa ha Kuzul ar Vinistred. Ur cheñchamant a vo degaset gantañ. Betekhen voe gant ar PAC arc'hant roet d'ar Stad deus un tu, hag arc'hant roet d'an rann-vroioù deus un tu all. Gant ar politikerezh nevez e vo lakaet e plas ur seurt plan strategel broadel war live bro C'hall a bezh. Roet e vo an holl arc'hant d'ar Stad, ha dibab a raio eñ ar pezh vo kaset da benn er rann-vroioù. Kollet 'vo galloud er mod-se gant rann-vroioù Frañs. Levenez Molac a labour e Brusel. Graet he deus stajoù e parlamant Europa hag e dileurierezh rann-vro Breizh e kêr Brusel. Ur c'hounskrid en eus skrivet diwar-benn al liamm etre Unvaniezh Europa ha rann-vroioù Europa. Ul lodenn outañ a gomz diwar-benn ar PAC. Displegañ a ra deomp perak e vo disheñvel an doare da lakaat ar PAC nevez e plas etre Frañs ha broioù all eus Europa. Emai deus mikro Yuna Kojan

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio