Ur sell war gill... War al lezenn Surentez hollek
Studiet e oa ar raklezenn war ar "Surentez hollek" gant an deputeed e Pariz e kreiz miz Du. Ur raklezenn da reiñ muioc'h a c'halloudoù d'ar polis-kêr, hag ivez da wareziñ muioc'h, sañset, ar boliserien hag an archerien.
Gant an ONU eo bet gourdrouzet Bro-C'hall ivez. Embannet 'neus an aozadur etrevraodell 'zo staliet e New-York 'vo lakaet diaes frankizoù ha gwirioù bugel den. Sevel 'ra a-enep ar raklezenn 'mañ Lig gwirioù bugel den, pe c'hoazh Amnesty Etrevroadell.
Ar mennad pevar warn ugent 'zo 'ban destenn, da gentañ, n'eo ket erru mat gant kalzig a dud e Frañs. Ur mennad hag a ya da cheñch al lezenn war ar frankiz da gelaouiñ 'oa bet savet e mil eizh kant unan ha pevar ugent.
En soñj 'oa gouarnamant Bro-C'hall da zifenn ouzh an dud hag ouzh ar gazetennerien da skignañ filmoù ha poltredoù ar boliserien hag an archerien, gant ma 'vefe ganto ar pal ober drouk dezho. Hag ar c'hastizoù c'hall bezañ ponner 'vit ar re na doujint ket ouzh al lezenn: beket ur bloavezh toull bac'h ha pemp mil ha daou ugent euros a dell kastiz. War evezh emañ ar stourmerien 'vit difenn gwirioù bugel-den 'vel Joelle Perrot 'zo sekretourez Amnesty Etrevroadell e bro Gwitalmeze.
Manifestadegoù 'vo e Frañs a-enep al lezenn surentez hollek an 3 hag an 16 a viz Genver 2021.