Ur sell war gil... Manifestadegoù enep chenchamant ar sistem leve
Da vare fin ar bloaz e kinnigomp doc'h ober ur sell war gil war zarvoudoù ar mizvezhioù tremenet. Gant enkadenn ar c'horonavirus omp bet techet da zisoñjal ar pezh a oa war speredoù an dud kent da viz Meurzh 2020. E fin ar bloavezh 2019 ha penn-kentañ ar bloavezh 2020 da skouer, e oa ar fransizen o stourm enep da raktres lezenn ar gouarnamant da cheñch ar sistem mont war e leve.
D'ar gwener 24 a viz Genver da skouer e oa un devezh stourm broadel. Kalonek oa bet an dud en dro da vont da vanifestiñ, goude seizh sizhunvezh stourm.
E Kemper, e oa kontant an dud o vezañ 2000 er straedoù o tibuniñ, muioc'h eget d'an devezh stourm diagent. Annaig, skolaerez, a zispleg perag e kompren kenseurted-ezed he skol, chomet hep diskregiñ gant al labour ar wezh-se.