Aotreet eo al louzoù neonikotinoid en dro dibaoe ar 15 a viz Kerzu
Deputeez Landerne Graziella Melchior 'n eus votet evit ar raklezenn da reiñ an aotre da implijout had betaravez gwisket gant neonikotinoid en dro, e-pad an tri bloaz da dont! Kement-mañ d'ar 6 a viz Here tremenet. Evit ar gannadez, he strollad "La Republique en Marche" hag ar broduerien betaravez en hanter noz Bro-C'hall, n'eus ket da dibab! Ar bloavezh 2020 'zo bet fall tre evit a sell ar produiñ betaravez d'ober sukr gaozen d'ar c'hwenn gouez 'n eus distrujet ul lodenn vat eus ar produiñ.. Ur bern manifestadegoù a-enep an diviz se 'oa bet ar sizhun dremenet 'ba Frañs a-bezh kar abaoe ar 15 a viz Kerdu e c'hall an nen hadañ gran betaravez gwisket gant neonikotinoid! Dirak burev Graziella Melchior 'oa bodet, digwener, stourmerien ekolojisted 'zo a-enep an implij neonikotinoid. ar produiñ 'zo graet "al lazher gwennan" anezhañ. E touez ar vanifesterien 'oa Goulc'hen Tomin, peizant bio war e leve. Evitañ n'eus ket da dortal, ret eo kas an holl beizanted war du ar bio, dre heg pe dre gaer! Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.