àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Re Bell ganti 17 a viz Kerzu 2020

Re Bell ganti 17 a viz Kerzu 2020

Yolande Tirilly a vo en abadenn an DON a-benn disadorn. Livourez eo, desket he deus peñturiñ pa oa aet war he leve un nebeut a vloavezhioù 'zo bremañ. A-bep seurt livadennoù a ra, pe gant liv ha dour (aquarelle) pe gant peñtur-eoul (peinture à l'huile). Ul levr he doa embannet e 2015 memes, da ziskouezh he labour d'an dud. Benjamin Bouard a zo bet 'n'im gavet asambles ganti e Pouldregat, e-kichenn Douarnenez. UL LEVR, UN OBEROUREZ 'Olive Kitteridge', gant Elizabeth Strout BARZHAZ Hudu e vo lakaet ar gaoz e-barzh ar gronikenn Barzhaz diwar-benn ur romant nevez deuet maez gant An Alarc'h Embannadurioù. « Ar re vrizhellet », un droidigezh kaset da benn gant Herve ar Beg, ur vouezh anavezet mat gant selaouerien ar radioioù brezhoneg...hag ur bluenn ivez, da dreiñ oberenn ar skrivagner deus Iwerzhon, Hugo Hamilton. Emañ Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg asambles gant Tomaz Laken EL MAOUT, GUTAMA Bet on o kaout El Maout pa dro ur c'hlip nevez dre internet, bet savet da vont gant ar ganaouenn 'Gutama' METEO.... Ar c'heleier gant Tunvezh Vloaguen... Peseurt mod 'vez lâret 2020 12 17 Fonologiezh ar brezhoneg 16 Dalc'homp c'hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg hag ar mod 'vez lusket ar frasennoù e brezhoneg. Tammoù traoù a zo da lâret c'hoazh, e-giz lakomp ar mod 'vez lakaet bogalennoù ouzhpenn e-barzh serten komzoù, da aesaat ar gaoz.Youenn Wloegen zo c'hoazh deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen. AR GOMISION DA VREZHONEGAN KEMPER EN-DRO Gant kêr Gemper emañ ar c'hoant da sevel «komisionoù tra-kêr», a-benn d'an dilennidi gellet labourat gant ar c'hevredigezhioù war sujedoù 'zo. Diriaou tremenet zo bet votet krouidigezh ar gentañ komision gant ar c'huzul kêr, an hini hag a denno da yezh ar brezhoneg. Anna-Vari Chapalan, kuzulierezh kêr en karg deus yezh ar brezhoneg ha deus al liested, a zo deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Re bell ganti

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio